doa ’vije deuet an den-ze, dre e zeskadurez, da viret outan da vervel.
Kerkoulz, ive, avad, o daou oant great an eil diouz egile.
Ar medesin oa bambocher. O daou, alies, e
tremenent an noz o frikota. Ar medesin a
bae ar friko. Mez evid en em dapout e werze
d’e gamarad, ha ker, eun tamm louzou bennak,
var ’digare rei d’ezan eur yaouankiz nevez.
Eun nozvez, ar c’homiser ha pevar all, a yeas da ober tro kear diouz an noz. Ar goanv oa. An noz oa tenval. An avel a c’houeze hag en eur c’houeza a yude. Ar pemp den a yea dre ar ruiou. Ne gafjont ket eur c’hristen. Ne veljont ket, zoken, na ki na kaz. An amzer oa re fall.
Goude beza great tro kear edont var dreujou o zi, dija, pa glevjont trouz bale. Unan a zavas al letern. Hag e weljont dirazo eur pikol den bras. E varo oa hir ha du. E wiskamant a ziskoueze n’oa ket deus ar vro.
— Piou ’zo ? a lavarjont ?
— Eun den, eme an estranjour.
— Eun den ? na peseurt respount !
— Ne c’hellan lavaret ken.