Hag ar vevelien ’oa gand o c’haoz.
— Al laer daonet ! eme unan. Ha lavaret e teufe en noz-ma, dres, pa ’z eus dans er gear all, aze ! — Mar kerez, a lavare d’e gamarad, te ’yelo atao d’an dans da welet ha da zous a vo eno. Ma n’ema ket ha ma ve va hini-me, deus ama da ziwall ar re-ma ha me ’yelo.
— Fei ! eme egile, mat a lavarez, me ’zo ’zo ’vont.
Ha teuler e fusuilh ouz ar voger, hag en hent.
A-benn eur pennad goude, Ian a yeas er marchosi.
— Kea d’an dans, a lavaras d’ar mevel oa eno. Va dous-me, n’ema ket du-ze, met da hini-te ’zo.
— Ah ! ia. Mat. Gwell-a-ze ! Me ’zo ’vont neuze. Met diwall mat oul al laer ! Me gav d’in em euz klevet bremaik trouz el liorz aze.
— Oh ! lez da gas. Ama ez eus diou fusuilh garget, eme Ian.
Ha setu ar mevel all en hent.
Digouezet en dans, e wel e gamarad o fringal e-touez an danserien. Chom a reas sebezet.
— Sell, te ’zo aze ? emezan.
— Evel ma welez.