— Oh ! da alan a vank d’id ! Netra easoc’h eget diskarga e gof.
Hag e kemeras e gountell, ha ganti e trouc’has e jiletenn hag e zac’h ler, eus an traon beteg e c’houzoug.
— D’az tro, brema, eme ar Blogorn. Kemer ar gountell ha gra kemend-all.
— Nan avat ; nan avat. Gwelloc’h e kavfen beza mevel ganez. Me n’oun ket boaz da zibri mein.
Hag er c’hiz-ze, e teuas ar Rouf da veza
mevel gand ar Blogorn. Pignad a reas war
e skoaz hag e lakeas anezan d’hen dougen
evel-se da balez ar roue.
D’ar mare-ze, tud ar palez ’oa o leina. Eul lein vras oa ganto. Den ne zonje mui er Blogorn.
Mez setu, en eun taol-kount, ma klevont eun trouz spountus. Al lez a grenas. Hag an holl a lammas er prenestrou da zellet, evit gouzout petra ’oa c’hoarvezet.
Ne oa ket c’hoarvezet kalz tra. Ar Rouf eo a rea an trouz-ze. En eur zigouezout en doa kavet dor ar maner re izel evitan. Ha gand eun taol troad, en doa taolet anezi d’an traon