menez e laez ar c’hoad, e kleved trouz eur vouc’hal o trouc’ha ha trouz brankou gwez o koueza.
— Sell eme ar Blogorn ! Neuze, ama ema ar c’hiz da bilad ar c’hoad dre ar penn-uhela. Setu aze ’zo iskiz, avat.
— Iskis eo sur. Ar re zot a gav iskis an holl draou, a lavaras Cheun.
— Hen-ma ’zo ’vel eur bugel goaezel, eme Baol. Lavaret e vije n’en deus gwelet morse trouc’ha koad.
— N’eus forz, eme ar Blogorn, me ’meus c’hoant gouzout penaos e tremen an traou er gorre, aze.
— Kea, kea da welet, a lavaras Cheun. Kerz da en em skuiza. An dra-ze ’zesko d’it klask beza desketoc’h eget da vreudeur.
Ar Blogorn ne reas van. Mond a eure war-zu al leac’h ma kleve skei an taoliou bouc’hal. Ha sabatuet e chomas, pa welas. Eur vouc’hal, he-unan ha den war he zro, den krog enni, a ziskare eur wezenn eus ar re gaera.
E oac’h ganti ? itroun ar vouc’hal, eme ar Blogorn. N’oac’h ket skuiz hag inouet, c’hoaz o trouc’ha gwez ama hoc’h-unan ?
— Aze oas, va mab ? Pell ’zo e c’hortozen ac’hanout.