Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR ZARPANT MILLIGET
e lavare, an daelou en he daoulagad : « E peleac’h ema da vestr ? O ! lavar d’ezan en em hasta da zont ama. »
Mez ar Beg-lor oa oazus [1]. Ober a reas kas ar c’hi er-meaz.
Ar c’hi a reas an dro d’an daol. Hag araok
mond kuit, e krogas e korn an doupier hag
e taolas d’an traon an holl draou mad a oa
warni.
⁂
D’an deiz warlerc’h, na petra ta ? ’oa friko, adarre.
— Kea c’hoaz, a lavaras an den yaouank d’e gi.
Hag ar c’hi, war goulenn vestr a reas ar
memes tra.
⁂
D’an trede devez, e lavaras d’e gi : — « Kea eur wech all, c’hoaz, d’ar palez. Mez en dro-ma, goude beza chachet d’an douar an traou ’vo war an daol, te ’lezo kregi ennout.
Ar c’hi ’reas evel m’oa lavaret d’ezan.
Kerkent e voe klasket e vestr ha kerc’het
d’ar palez.
- ↑ Oazus : jaloux.
247