Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR C’HERNIEL
— Petra ? C’houi ’peus klevet eun dra bennak ?
— Ia.
— O ! mad, eme Saïk, setu ama petra ’zo. Hag e kountas d’ezan, penn-da-benn, an traou evel ma oant digouezet.
Ar pab a zelaouas. Sellet a rea outan gant karantez dre ma tibune e blanedenn.
— Me eo da vreur, a lavaras d’ezan, pelloc’h. Me eo Nennik, da gamarad gwele gwechal, Lez ar goz itronig-se da vont d’he Zermaji. Te brema a jomo ama, ganen em falez.
Hag e tremenjont ar rest eus o buhez oc’h en em garet hag o veza eürus.
Kaout eun dro vad d’ober eun dra
Ne c’houlen ket chom da varc’hata.
Mez pardoni ’zo red, ar memes tra.
————
— 235 —