ne gavan ket a labour. A volontez vat, e welin va bugale o vont d’ho ti. Mez c’houi ’lezo anezo da zont bep mintin, da vouchat [1] d’o zad ho d’o mamm.
— Oh ! emechans sur. Pa girint e teuint d’ho ti. Mez o boued hag o gwele a vo du-ma.
Hag e kasas, dioc’h-tu, an daou vugel gantan.
Lakeat e voent da gousket er memez
gwele. Bep mintin ar vestrez a gave war ar
c’holc’hed ar yalc’had aour. Hag abalamour
da ze e rea stad eus ar vugale.
Tri bloaz oa dija ma pade an traou er giz-se. M’oant pinvidik diagent, ’oant pinvikoc’h c’hoaz goude.
Mes eur vintinvez an daou vugel, dihun, en em lakeas da c’hoari da c’hedal sevel. Hag en eur c’hoari e weljont o koueza eus o gwele war an douar eur yalc’h. Gand ar strouns ar yalc’h a zigoras hag e oa leun a aour.
— Hop ! emezo, n’emaomp ket mad ama
mui. Ar mestr hag ar vestrez o deus kuzet ar-
- ↑ Bouchat : pokat e yez Leon.