— Goulen e vragou, ar bragou ’zo en e
gambr stag ouz eur boenten.
An nor oa a veac’h sarret, ma tigouezas an diaoul.
— Va c’houmanant, Mestr, eme Charlankik.
An diaoul a reas eur c’hoarzaden yud.
— Da goumanant ? Mec’hiog, emezan. Met n’ez peus great c’hoaz nemet c’houec’h miz hag ez poa lavaret d’in e chomjes bloaz.
— Oh ! ia, Mez c’houec’h miz deiz ha c’houec’h miz noz a dle ober deoc’h, eur bloaz kloz.
An diaoul oa kerkent, stanket e farouel. Hag e sonje ; Hen-ma, ar mevel-ma zo gwall-c’hoarier. Mezaon eo gwelloc’h lezel anezan da vond kuit.
— Mad, a lavaras d’ezan, da goumanant az po. Lavaret em boa rei d’id kant skoed hag…
— O ! nan. Me n’em eus ket izom arc’hant.
— Petra ’ta neuze ?
— O ! netra koulz lavaret. Va bragez a goumans dont fall. Roït d’in ar bragez ’zo, en ho kambr, stag ouz eur boenten.