Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED
« N’eo ket troc’het c’hoaz,
» Ar yeot glas, glas, glas. »
An alc’houeder a zave en ear hag a sutelle :
« Paket e vo ar paot fin,
Gwelet vo piou, piou, piou ?
’Vo ’n diveza o c’hoarzin… zin… zin… »
Hag er ster, dre ar prad, an dour a hiboude hag a lavare :
Ar Riwig
Koll, koll ;
Ar c’holl
D’ar Riwig.
⁂
Koulskoude ar mare oa deuet da droc’ha ar foen.
Nonna, ’zonjas klask eur falc’her d’ober d’ezi eun deveziad troc’ha. Mont a reas da di he amezeg Fanch an Tolc’h. Mez ne elle ket dont. Kemeret en doa fret e leac’h all. Ha nec’het maro, Nonna en em lakeas en hent da vont da glask, ne gouie da beleac’h.
Sada ma tigwezas ganti, eun den war manchou e roched.
— C’houi ’zo o klask eur falc’her, va zintin, a lavaras da Nonna.
— 18 —