kwitaat a rankan ’ta. Mez kredit ac’hanon :
greomp ar peoc’h. C’houi neuze, a deuio d’am
gwelet d’am falez hag ez afomp, pa vo tomm
an amzer, da neûn hon daou kevret.
Ar prins yaouank a vennas koll e benn gant an dipit. Mez ne c’helle ket enebi ouz bolontez eun tad. Plega ’rankas.
Fantik a yeas d’ar gear. Met araog mont kuit, e skrivas ar geriou-ma hag e lakeas anezo war an daol er gambr oa bet roet d’ezi :
Fantik ama en ho palez.
A zo deuet ha chomet guerc’hez ;
Gwerc’hez kuit ez a en he dro
Ha d’eoc’h e lavar kenavo.
Ar prins ne gouskas banne pad an noz. E spered a nije warlerc’h Fantik.
Pa deuas an deiz ez eas d’ar gambr m’oa bet ar c’habiten enni, da welet ha n’oa chomet netra war e lerc’h.
Kaout a reas al lizer war an daol. Lenn a reas anezan. Ha setu hen da lenva, da hirvoudi, da grial. Melkoni en doa leiz e ga-