Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Fantik
⁂
Ar brinsez a ya d’ar brezel.
En eur vont, e tremen dre eur c’hoadad gwez korz. Hag hi da zellet gant trugar. « Oh ! ar c’horz kaer ! a lavare. Hag eün ’ta ! Nag a geielou skanv ha flour a c’helfed da ober gant an dra-ze ! »
— D’ar gear ! d’ar gear, eme ar zoudarded. C’houi ’zo en ho penn hureou merc’hed. D’ar gear !
Hag an holl a zistroas d’o c’hear.
⁂
An eil eus ar merc’hed a ginnigas, neuze, d’he zad, mont e leac’h he c’hoar.
— Mad, kea ’ta, a lavaras d’ezi. Met diwal na lakfes en da benn sonjou merc’hed. Ma teu sonjou evel-se d’id, deus buan en-dro. Rag ma vefes gounezet gant ar sonjou-ze, ne helfes birviken kaout an treac’h.
— O ! me ne rin ket evel ma c’hoar. C’houi ’welo, tad.
Hag ar brinsez yaouank en hent gant ar zoudarded.
— 179 —