n’eus mui nemed eul leac’h hag a c’helfe loja
ac’hanoc’h : it da welet d’an ifern.
Ha Dom Yan da drei a gleiz ha da zisken, da zisken…
P’oa digouezet, pelloc’h, e skoaz war an nor.
— Piou zo ! eme Lusifer.
— Dom Yan, deus kouent Sant-Vaze.
— Hola ! paotred. Eur manac’h e toull an nor ! Deuit buhan, ama.
Hag hen gervel holl diaoulou an ifern ha rei eur vaz da hen-ma, eur forc’h da hen-hont, eun orz da eun all, eun mailh da eun all c’hoaz.
— Met, a lavaras Dom Yan, petra ’zo ? Petra ’reot gant ar benviji-ze ?
— Miret ouzit da zont ama. Ne fell ket d’eomp digemer en hon touez manac’h ebet deus kouent Sant-Vaze.
— Ah ! evel-se eo, eme Dom Yan. Gortozit ma teskin d’eoch beza muioc’h seven e kever ar venec’h a deu da c’houlen loja diganeoc’h.
Hag hen digeri e zac’h oa, atao, gantan. « Em zac’h ! em zac’h ! » a lavaras.