Riwig koz oa oc’h an treujou. Eun den pinvidik ar Riwig-ze. Mes stag e groc’hen ouz e gein, e giz ma ve lavaret. E barkou oa e kichen prad Nonna. Hag e oa deuet da c’houlen diganti e frad da brena.
— Nonna, emezan, gouzout a ran e peus traou da baea. Me ’c’helfe sikour ac’hanout.
Nonna ’zonjas oa digaset ar Riwig d’ezi gant sant Alar. He c’haloun a deuas laouen hag e lavaras : « Doue d’ho pennigo ! »
Ar Riwig a c’hoarzas evel ma tle c’hoarzin al louarn pa ve e klud ar yer.
— Nonna ! ’ lavaras c’hoaz : me ro pemp kant lur d’it evit da brad.
— Pemp kant lur ! eme Nonna. Mez talvout a ra tri mil lur, hag ouspen.
— Te n’ouzout ket petra lavarez, Nonna baour ! Da brad ne dalv netra. Ema goloet, bremaïk, gant ar brouan.
Brouan ! Riwig. Mez n’eus ket eur vrouanen ennan.
— Gwelet fall e peus. Nonna geaz ! Me ’ lavar d’it ez euz brouan ebarz. Hag araog pell e vo kemeret holl gant an hudurnez-ze. E gis ma karfez, evelkent. Da gemer pe da lezel. Pemp kant lur a roin d’id ; n’e po ket eur gwenneg muioc’h.