— Mat tre ho peus great, eme Jesus, o tont
da lavaret d’in kement-se. Abalamour da
beden e vab, e fell d’in ober eun dra bennak
evid ar paour keaz den-ze. Dalit, va mamm.
Setu aze eur vaz. Lakit rei ar vaz-se d’ezan.
Hounnez, pa stoko ouz unan-bennak, n’eus
forz piou, a lakaio anezan da vont en arraj.
N’eus diaoul ebet en ifern hag a c’helfe erzel
outi.
An elez a gasas ar vaz d’an ermit.
— Doue ’ra vezo benniget ! a lavaras hen-ma d’ezo. Gant ar vaz-se va zad a yelo beteg an ifern da gerc’hat ar paper en deus lakeat e hano warnan evit gwerza e ene.
An tad oa eno hag a glevas.
— « D’an ifern ’ta ! emezan gant spount. Mont d’an ifern ! Ma c’hanavesfen an hent c’hoaz. »
— Ah ! ia ; an hent, eme an ermit. Ne zonjen ket. Met me gav d’in ne vo ket dies d’eoc’h e gaout. En tu all d’ar c’hoad ez eus eun toull doun etouez eur bern reier. Eur vanden laeron a zo ennan. Va breur eo ar mestr ganto. It d’e gaout. Setu ama eul lizer evitan en aon na anavesfe mui e dad. Me laka e tle