Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Ar Bigouden hag an diaoul
X
Eur weach oa eur Bigouden hag a oa maro e bried. Seiz bugel en doa bet. Met ar vugale, dre ma oant deuet en oad, a oa eat peb-hini en e du. Ha pelloc’h, va faotr koz oa chomet e-unan.
Pinvidik oa.
Met karet a rea ober lip-e-bao. Feneant oa, ive, gant an dra-ze. Ne laboure mui : ne c’houneze netra. Emechans, a lavare, va danvez a bado keit ha ma vezin beo.
— 141 —