Koulskoude, buez an Tanguy a deuas, gant an amzer, da veza muioc’h c’houero, c’hoaz, eget diagent. O welet fougasi, atao, e wreg hag o welet, ive, na vije mui great stad ebet anezan, e teuas da veza jalous. Hag ar jalouzi — an holl her goar, — a vag eur prénv hag a zebr ar galon.
An Tanguy a zizec’he war e dreid. Ne lavare ger ebet mui. Melkoniet e veze atao. Ha pelloc’h, e lakeas, adarre, en e benn mont da gaout sant Per.
Hag hen ha mont.
En devez-se, dres, porcher ar baradoz oa dilabour. Laouen en em gavas o welet e niz o tigouezout.
— Ah ! deiz mat d’it, niz, a lavaras d’ezan. Deuet e oas adarre ?
— Ia zur, tonton.
— Ac’hanta ? Me laka ez out an eürusa den ’zo war an douar. Rag den all ebet n’en deus, eveldout, eur vaouez hervez e c’hoant.
— Se ’zo gwir, tonton Per, a respontas ar c’hemener, en eur ober eur skrabig d’e benn. Met…