pegen sot oa e niz, biken n’en dije roet ar galloud-ze d’ezan. N’ez peus ket a vez, da veza roet d’in ar vent am eus ? E peleac’h e kavin-me, brema, gwele bras awalac’h ebet ? E peleac’h e kavin-me, eun daol da zibri, eur gador da azeza ? Sell, Tanguy, sotoc’h evidout-te ’ez eus ket war an douar !
— Peoc’h en toull-ze ! eme ar c’hemener. Da zever kenta e vo kaout mat ar pez a ran, me hen gourc’hemen d’it. Gwelomp : Eürus out pe n’out ket da veza bet lakeat e giz ma ’z out ?
— Eürus ! O ! ia. Kountant bras, mignounig tener.
— Ne gav ket d’it em euz spered ?
— O ! eo. Kalz zoken.
— C’hoant az peuz e teufen da labourat c’hoaz, hag atao, hervez ar galloud em eus bet digant va zonton sant Per ?
— Ia, ia.
— Ah ! mat-tre, setu aze kôzeal. Ro eur pok d’in.
Ha Monaig a blegas kement ha ma c’helle
da lakaat eur pok war dal he gwaz.
An Tanguy n’en doa c’hoaz great netra deus dremme itroun. He dremm koz oa cho-