gwiniz. Dibuna a rean va orogell : « Eun dornad bep sac’had, eun dornad bep sac’had…
Ha sada ’n tri mevel en-dro d’in hag o prada va c’hostennou gant troad ar rozell :
— Lustrugen fall ! a lavarent. Hag an dra-ze ’zell ouzit pegement a vo roet d’eomp ? Eun dornad bep sac’had ! Daoust hag an dra-ze zo eur gount ?
— Aï ! Aï ! Penaos ’ta vo red lavaret ?
— Ac’hanta ? furaat a rez ? Lavar : « Doue d’he bennigo ! »
Ha me en hent en eur skrabat va c’hostennou
blounset hag o lavaret, en taol-ma, dre
ma ’z ean : Doue d’he bennigo !
— Petra ? Kleo ar mec’hieg-ze petra ’lavar ? Daou zen oa dirazon. Treina ’reant war bouez diou gorden eur giez klanv oant o vont da veuzi. Hag e taolent mein ouzin en eur ober hu varnon.
— Aï ! Aï ! Petra ’zo ? N’eo ket mat ar pez a lavaran ? Petra ’vo red da lavaret neuze ’ta ?
— Marmous ! Lavar : «Ar giez villiget emaor o vont da veuzi ! »
N’oa ket eas delc’her sonj deus eul lavar ken hir ha hennez. War bouez poania, kouls-