— Ah ! red eo d’in mont. Mez en dizro, me zigaso d’eoc’h dillajou deuz ar re gaëra.
— Oh ! pried, karantez va c’halon, neuz forz d’ezo da veza kaër, ne c’helfont ket dousaat an ankén a meuz ouz ho kwelet o vont ’kuit.
An Aotrou Baro-Bleun a gavaz deread ar c’homzou-ze. Eat oant betek e galon. Mez lakeat en doa en e benn mont en hent. Daou bok karantezus a lakeaz war muzellou e bried hag he kwiteaz.
An deveziou kenta, an Itron a gavaz hir an amzer. Ar c’hastell ken gaë ha ken laouen diaraog, a oa deut da veza trist. Mennout a rea d’ezhi beza en eur gouent.
Neubeut da neubeut koulskoude, ec’h en em c’hreaz deuz he buez nevez. Merc’hejou ar c’hastell a gonte d’ezhi historiou kaër ha taoliou fin. N’en em inouaz mui kement.
Ha neuze, lorc’h ha fouge ’gemeraz o welet edo he-unan o kas en
dro an holl dud euz ar maner.
(Da heuil)
Doph an Ti-all.