Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 249 —
AR PAOUR KEAZ MIZER
————
Dre glask pignat re uhel
E kouezer re izel.
Gwechall e oa war an douar, eur paour keaz den koz ; kabac’h, kabac’h e oa hag an holl a rea Mizer anezan.
Eun dervez, Mizer a oa o vont a zor da zor da glask e damm bara, pa zigouezaz gantan, Jezuz, sant Yan ha sant Per, o zri oc’h ober asamblez eun dro e Breiz-Izel.
Mizer a dennas e dok dezo hag a c’houlennas diganto an aluzen.
« Va den mad, eme zant Per, it da besketa zo gwelloc’h deoc’h ; ar mor zo leun a besket. »
— « Oh ! eme Vizer gos, sant Per gwechall en doa bak ha rouejou, fin oa ivez, ha koulskoude ne bake ket nemeur a besked. »