Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/302

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
294
emgann kergidu

c’hoar, eo red d’eomp en em glevet, rak erru an noz ; n’hor beuz ket ive-ta re a amzer.

— Ia, va c’hoar Anna, ho klevet a ran ; mez ne c’houzoun e peleac’h trei. Va c’haloun a zo glac’haret-oll, n’am beuz tamm nerz.

— Doue a roio nerz d’eomp. En em daoulinomp hon diou da c’houlen sklerijenn ha kaloun digant-han.

Hag an diou vaouez a en em daolaz ho diou d’an daoulin evit pedi Doue. — Peger c’houek peden e tlie beza hounnez !

Pa ouent savet enn ho za, Mari a lavaraz :

— Doue a zo eun tad mad, her gouzout a ran ; ne ra netra nemed evit hor brasa mad, her gouzout a ran ive. Mez evelato, re eo an dra-man... Oh ! koll a rign va fenn.

Ha Mari d’en em lakaat adarre da vouela goasoc’h eged araok.

— Na zigalounekait ket, va c’hoar ; ni ne velomp nemed ar pez a zo dirak hon daoulagad ; mez Doue a vel larkoc’h hag a c’hoar ar pez a zo guella da ober evit hor brasa mad.

— Ia, traou brao eo kement-se hag eaz da lavaret, mez pa ranker tremen dreiz-ho, int c’houero meurbed.

— Hag hor Zalver, Mari, pa rankaz pignat, gant he groas, var menez Calvar ? Hag ar Verc’hez Vari, he vamm, pa vele he mab Jezuz barnet d’ar maro, staget oc’h ar groaz dirak he daoulagad, ha brao oa he doare ?

— Guir an traou-ze, va c’hoar ; mez evidoun-me n’am beuz ket a nerz avoualac’h evit tremen ar barr-man.

— Mari, na d-it ket da bec’hi. Red eo d’eomp plega da volontez an Aoutrou Doue, hag hen ober a galoun-vad.

— Plega da volontez an Aoutrou Doue, red eo evit guir, mez plega a galoun-vad, n’oun ket evit hen ober. Ha penaoz lezer aman pemp minorik paour var va lerc’h ? Oh ! Anna, va c’haloun a zizec’h em c’hreiz.

— Lezer pemp minor var ho lerc’h ? N’euz hano ebed a gement-se.

— Penaoz, n’euz hano ebed a gement-se ? Her gouzout mad a rit, siouaz ! Per, ho preur ha va fried karantezuz, a zo eat gand Doue, tremen daou vloaz a zo ; ha varc’hoaz, pa vezign-me eat d’ar prizoun, va bugale a c’hello lavaret n’ho devezo mui na tad na mamm, rak enn amzer, evel a zo breman, ne vezer ket pell, evel a c’houzoc’h, evit ober barnedigez var ar re a ro golo d’ar veleien.