Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/281

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
273
emgann kergidu

— Ia, jeneral, emez-han, guelit pegement a boan hor beuz-ni bet ; daou ac’hanomp a zo choumet maro enn hent ; ha, paneved kaloun dispar va zoudarded, e vichemp bet lazet-oll. — Ar gaouiad divez, ni a oar penaoz oa beuzet he zaou zoudard ! — Mez gouzout a reamp e sellac’h a bell ouzomp ; guelet hor boa penaoz e skoac’h e Kergidu var ar goueriaded, ha c’hoant hor boa da ober eveld’oc’h, evit kreski hoc’h enor, hag ive da veza hon-unan deuet mad d’ar Republik.

— Mad oc’h euz great, kabiten, eme Canclaux, hag ar Republik ne ankounac’haio ket nak ho kaloun nak ho furnez. Meur a hini a renk huelloc’h egedoc’h a zo choumet var dachenn Kergidu ; mad, me ho lakaio enn ho leac’h. Kasit breman an daou benn fall-ze d’ar prizoun da c’hedal beza barnet, ar pez ne zaleo ket, a gaf d’ign, rak ne ket red koll bara gand koz-traou er c’hiz-se.

Ar prizoun, d’ar mare-ze, a ioa el leac’h m’euz savet, n’euz ket pell, eur c’hoc’hi nevez. Eno e oue lakeat an Aoutrou Gall hag an Aoutrou Coarigou, da c’hedal beza kaset da Gemper, evel m’her guelimp divezatoc’h.

Bete vreman, evel a c’houzoc’h, n’em beuz kountet d’eoc’h nemed traou tremenet var ar meaz, great pe en em gavet gant tud divar ar meaz. N’eman ket em mennoz dont da gounta d’eoc’h ar pez a zo c’hoarvezet nak e Kastel nak er c’heriou-all. Kouskoude ne ket traou da gounta eo a vank d’ar c’heriou ive. Me gred e teuio unan-bennag, eun dervez, d’ho c’hounta d’eoc’h guelloc’h eged ne c’helfen-me hen ober. Me a zo savet var ar meaz, a blij d’ign an dud hag an traou divar ar meaz. Dudiusoc’h eo d’am skouarn klevet al labous o kana gae var bek he skour, eged iouc’herez paotred kear, savet ar banne d’ho fenn. Muioc’h a levenez a ro d’am c’haloun trouz ar mor braz, a-hed an aot, o ruilla ar biliennou an eil var gorre e-ben, eged klevet taoliou pao marc’h an Aoutrou o krozal var bave kear. Evelato n’oun ket evit miret da gounta d’eoc’h maro an Aoutrou Branellec.

An Aoutrou Jan-Mari Branellec a ioa ginidik a barrez Guisseny. E Kastel edo kure. Pa deuaz re a veac’h var ar veleien, e rankaz, evel ar re-all, pe tec’het da Vro-Zaoz, pe mont azindan-guz, e riskl da veza dizoloet ha barnet d’ar maro. Re a boan a rea d’he galoun kuitaat tud hag oa karget anezho gand he Eskop, a berz Doue. Ha mar dache an oll kuit, piou ive-ta a roche ho zakramanchou d’an dud ?