Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/238

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
230
emgann kergidu

great etrez-ho euz a Vreiz-Izel. Kaer a ioa, ne greden ket tenna va alan, rak, ouc’hpenn m’oa daou zoudard azezet varn-oun, e kleven c’hoaz re-all o krial er skalier, ha n’oan ket evit harpa ouc’h out-ho oll, hag an Aoutrou de Kerbalanek en doa c’hoant e viche staget ouc’h bek an tour ar riblennad lian-du. Oh ! ma c’houfac’h pegement a gounnar a ioa enn-oun-me ! Ha koulskoude e ranken moustra va c’haloun ha rei peoc’h gand aoun da veza klevet.

Edon o vont da bifiga, n’oan ket evit harpa ken, rak n’oan ket evit kaout va alan pa gleviz, eur serjant a gredan oa, o krial e genou ar skalier :

— Ac’hanta, hag unan-bennag oc’h euz kavet dre a-ze ?

Ker buan va daou zoudard a zavaz enn ho za ; unan a ieaz a gleiz hag eun all a zeou, prez varnez-ho, evel pa vichent bet o c’haloupat abaoue m’oant savet d’ar garidou.

— Nann, dre aman n’euz den ebed. Deuit da velet hag e velfot.

— Ne d’an ket da, re but eo an avel a-ze ; ho kredi a ran.

— Ia, c’houi lavar, put eo an avel. Skournet omp, ha koulskoude n’hor beuz great nemed reded, klask ha furcha dre oll abaoue m’omp savet aman.

— Deuit d’an traon. Enn iliz e rankimp loja fenoz, a lavar hor c’habiten. Eur guele kalet hor bezo eno var an douar, da viana goudorroc’h e vezo eno eged aman.

An daou zoudard a ziskennaz gand ho zerjant, ha me a zavaz a-zindan ar bern kerdign.

Itron-Varia Berven, eme-ve o vont var bennou va daoulin, me ho trugareka. Roit nerz d’ign c’hoaz da ober va c’hevridi, ha me a breno d’eoc’h eur piled koar a bevar droatad, kenta ma vezo gellet, e Breiz-Izel, devi eur c’houlaouen dirazoc’h.

Eat oa ar zoudarded kuit, diskennet oant enn iliz. Ho c’hlevet a rean c’hoaz evit guir, mez n’em boa ket a aoun e safchent ken d’ar garidou ; ridet avoualac’h oant bet enn dro genta gand ar riou. Pignat a c’hellen ive-ta dinec’h breman da vek an tour.

Ne ouen ket pell evit hen ober, rak ne ket diez. Staga a riz va riblennad lian du ouc’h bek ar groaz, ha nijal a reaz dioc’h-tu gand an avel. Vad a rea d’am c’haloun sonjal e viche guelet a-bell antronoz hag e virche ouc’h hon tud a gostez Menez-Are da goueza etre daouarn soudarded Canclaux.

Diskenn a riz d’ar garidou hep sonjal larkoc’h, mez en em