Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/56

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 49 —

darn vrasa a zalc’h eo bet eat ar Roue re bell. Galloud en devoa evit gwir da ober gourc’hemennou diouc’h ma c’houlenje mad ar vro ; mes nann gourc’hemennou hag a dorre lezennou. Hogen ann trede gourc’hemen douget ama uhelloc’h a dorre hag a chenche lezen ann eleksionou.

Ne felle netra ken da enebourien ar Roue. Sevel a reont kentis da lavarout : Charles X a zo eat enep he c’her, torret en deuz ar vamm-lezen, ne d-eo mui hor Roue ! skrivagnourien ar c’heleier en em guzul e ti Labord ; skolaerien ar studi-alvokad a gas da lavarout d’ezho int prest da rei dourn d’ezho. La Faiett ha Lafitt a zired da Baris d’en em lakaat var benn ann dispac’herien. Lafitt a daol c’houec’h kant mil liour d’ar bobl ha d’ann offisourien vihan, evit ho gounit, La Faiett a ra offisourien gant paotred koz ar c’hward nasional ha gant skolaerien ar skol politeknik, hag ar brezel a darz e ruiou Paris.

Ann darn vrasa euz ar gannaded a oa neuze e Paris, a zalc’he bepred evit Charles X. Goulenn a reant ma vije kaset eur re bennak euz ho fers d’he gavout, evit en em glevout gant-han, rak ho c’houstianz a lavare d’ezho, penaoz ar Roue ne glaske nemed ober evid ar gwella. Hogen al liberaled dreist penn na felle ket d’ezho klevout komz a gement-se. Gouzout awalc’h a reent penaoz ann dra-ze en divije dalc’het a zao ann dispac’h, digoret ken kaer evit-ho. Dre ruiou Paris ann dispac’herien a c’houneze eaz awalc’h, pa eo gwir ar zoudarded na dennent var ar bobl nemed en despet d’ezho, hag hepken evit difenn ho buez. Evit