lach da gonsakri va holl vuez da c’houaranti Bro-Franz enep pep gwall, da ober he eurusted mar ghellann, ha da veza bepred gant-hi er boan araog beza gant-hi er c’hloar.......
Setu aze, va mignoun ker, perag ne gollann ket fisianz dirag gwall stad va bro ; ha perag ne ghilann ket dirag ann tamm-labour braz meurbed a zo d’in da ober.
Ar gomz a zo da Franz, ann heur a zo da Zoue.
Herri.
- Fransizien,
Emaoun enn ho kreiz. Digoret hoc’h euz d’in doriou Bro-C’hall, ha n’em euz ket gallet dioueri pelloc’h ann eur-vad da welet va Mamm-bro.
Mes ne fell ket d’in choum pell enn ho touez, gant aoun na rofenn leac’h d’ar sperejou da labourat, enn eun amzer ma ’z euz enn ho kement a dan.
Kuitaat a rann eta Chambord, ar maner-ze hoc’h euz roet d’in pa oann krouadur, hag a behini am euz doughet ann hano gant foughe epad daou-ughent vloaz war henchou ann harlu.
En eur vont kuit e fell d’in lavaret d’ehoc’h n’en em zispartiann ket diou-z-hoc’h, Bro-Franz a oar ervad ez-ounn d’ezhi kement a zo ac’hanoun.