Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/161

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 154 —

daol-lagad a Brins, hag ann doareou-ze leun a veurded, pere a rea d’ann dud lavarout : Mab bihan Loeiz XIV a gas gant-han, daoust da beleac’h ez a, Versaill hag ann Teoleri.

Eur weach hep ken e oe gwelet enn eul leac’h digor d’ann holl ; d’ar zul, pa ’z eaz d’ann offeren da iliz katholik King’s-street. Gourc’hemennet mad en devoa na vije ket great eno enn he enor na lid, na kan, na kriaden ebed. « E ti Doue, eme-z-han n’euz brazder ebed evid ann dud, rez eo eno ann holl bennou ; Doue a zo keid enn tu all d’he grouadurien, ma’z omp dira-z-han ker bihan ann eil evel egile. » Dont a reaz ebarz ann iliz, ien ha tavedek, daoulina a reaz da glevout ann offeren, e kreiz etre ann Duk a Levis hag ann aotrou Chateaubriand ; ha plijadur a rea d’ar galoun gwelout ar feiz hag ann doujanz a rene etouez ar Fransizien iaouank all, var skouer ho Frins muia-karet.

Ar Fransizien a zo bet o welout ar Prins a lavar holl ez eo eun den iaouank diouc’h ar re gaera ken a gorf ken a spered. Pa gerze var ar plean, ne lavarjac’h ket en divije bet eur vorzad torret ; pa ziskenne ann delesiou, neuze hep ken e tiskoueze e kamme eun tammik. Ann aotrou Theodor Hersart de la Villemarque, bet o welout ar Prins evel eun niver braz a vretouned all, henvel a helleur ann tri breur De Saint-Luc, ann aotrounez Du Dresnay, De Forsantz, Du Couëdik, Ann aotrou de la Villemarqué ar skrive eta da eur mignoun d’ezhan ar c’homzou brezounek-ma divar benn ar Prinz.

« Me lavaro d’e-hoc’h penaoz em euz gwelet e