Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/131

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 124 —

kichen he dud meurbed enoret. Mes, eme egile, hel lavarout a rann d’e-hoc’h e pep gwirionez, ema ann Duk e Rom, n’em euz ket hep ken he welet, mes komzet am euz gant-han ha great am euz va lez d’ezhan. »

Piou a oe souezet nemet ar c’hardinal ? Gervel a reaz dioc’h-tu mestr braz ar reiz. Klask a reaz etouez he baperiou al lizer a ioa roet d’ezhan tri dervez a oa, hag e lennaz ebars ar c’homzou-ma : « Rei a rann d’ehoc’h da c’houzout eo digouezet ann Duk a Vourdel e Rom. Evit kas he studiou da benn, e fell d’ezhan gwelout kement ker vraz e deuz eun hano kaer var histor ar bed, hag ar ger a Rom na helle ket choum hep beza studiet gant-han. He spered hag he galoun hen tenne etrezek enn-hi, dre’n abek d’ann arouesiou kaer (monuments) a bere eo karget, dre ’n abek d’ann enor e deuz da veza hirio evel gwechall ar genta kear euz ar bed, hirio dre he skianchou ha dre he feiz, gwechall dre he galloud hag he brezeliou. Goude holl ar Prins na fell d’ezhan beza kemeret nemet evit eur beachour, ne c’houlenn netra digant ar ger a Rom nemet ar pez a ro bemdez ar ger a Rom d’ar beachourien all, frankiz ha surentez. »

Eun donedigez evel hou-ma, ha c’hoarvezet enn eun taol, a rouestlaz eun tammik gouarnamant ar Pab. He vinistr ne ouie ket re petra da ober. Hag epad ma choume evel var var, ann Duk a Vourdel a iee bepred araok, fermi a reaz eur pales evit tri-miz, evit ma vije diesoc’h d’ar c’houarnamant he alia da vont kuit.


————