Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/231

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
229
HISTORIOU SANTEL.

laka daou dek mil anezho da redek kuit ? Ha ne d-eo ket dre ma en deuz ho Doue ho guerzet, hag ann Aotrou ho stlapet evel eur preiz d’ho enebourien.

31. Rak hon Doue-ni ne ket evel ho Doue-hi ; hag hon enebourien a ghemerann da dest a ghement-se.

32. Ho guinien a zo diouc’h guinien Sodom, ha diouc’h guini jardinou Gomorrh. Ho rezin a zo rezin bestl, hag ho bochadou rezin c’houero meurbed.

33. Ho guin a zo evel bestl ann dragon, hag evel binim ann aspik ouc’h pehini n’euz louzou ebed.

34. Ann traou-ze ha ne d-int-hi ket gorroet enn-oun-me, ha siellet em zenzoriou ?

35. D’in-me eo ar venjanz, ha me he graï enn he amzer, evit ma risklo ho zroad ; deiz ar c’holl anezho a zo tost, hag amzeriou en em hast da arruout.

36. Ann Aotrou a varno he bobl, hag en devezo truez ouz he zervicherien ; guelout a rai eo dinerzet pep dourn, eo digalounekeet ar re a oa ebarz ar c’hreou-brezel, hag eo eat da netra ar re a oa choumet euz he bobl.

37. Hag he lavaro : Peleac’h ema ho doueou ; e pere ho doa lekeat ho fisianz ?

38. Euz a bere e tebrent kik ar zakrifisou, hag ec’h event ar guin kennighet d’ezho ; ra zavint, ha ra ho sikourint, ha ra ho tifennint enn hoc’h enkrez.

39. Guelit n’euz nemed-oun, ha n’euz Doue all ebed estreghed-oun ; me a laz hag a zigas beo ; me a sko hag a bare ; ha den na hell en em denna euz a dre va daouarn.

40. Sevel a rinn va dourn d’ann env, hag e leverinn : Me a vev enn eternite.

41. Ma lemmann va c’hleze evel eul luc’heden, ma