Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/219

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
217
HISTORIOU SANTEL.


29. Hag e tastounot da gresteiz evel ma kustum eunn dall tastounat enn devalijen ; ha n’ez eot eeun gant netra euz [a] ghement a lekeot enn ho spered da ober. E pep amzer e viot dindan ann tamallou-faoz, ha mac’het gant krevoc’h evid-hoc’h, n’ho pezo den d’ho tiboania

30. Dimezi a reot, hag eunn all a gousko gant ho kreg ; eunn ti a zavot, ha na choumot ket enn-han. Eur vinien a blantot, ha na gutuillot ket he rezin.

31. Hoc’h ejen a vezo lazet e sakrifiz diraz-hoc’h, ha na zebrot tamm anezhan. Hoc’h azen a vezo laeret dindan ho taoulagad, ha ne vezo ket daskoret d’ehoc’h. Ho tenved a vezo roet d’hoc’h enebourien ha na vezo den da rei sikour d’ehoc’h.

32. Ho potred hag ho merc’hed a vezo livret da eur bobl all dindan ho taoulagad, ho taoulagad a zizec’ho oc’h ho guelet epad ann deiz, hag ho taouarn n’ho devezo nerz ebed.

33. Eur bobl ha na anavezit ket a zebro frouez ho touar, hag hoc’h holl labourou. Ha bepred e viot dindan ann tamallou faoz, ha dindan goask bemdez,

34. Ha saouzani a reot gant ar spount o velet ann traou a velot.

35. Ann Aotrou ho skoo gant eur gouli fall meurbed enn ho taoulin hag enn ho tivisker, ha gant eunn drouk ha na hell ket parea, a-dal ar penn beteg ann troad.

36. Ann Aotrou ho kaso c’houi hag ar roue ho pezo lekeat da ren var-n-hoc’h, e touez eur bobl ha na anavezit ket na c’houi nag ho tadou, hag eno e servichot doueou estren, koad ha mean.

37. Bez’e viot eur bobl kollet, c’hoarz ha fablen ann holl boblou etouez pere e viot kaset gant ann Aotrou.