Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/197

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
195
HISTORIOU SANTEL.

he stadou. Hag ar bobl a goumansaz skuiza gant ar beachou ha gant ar boan.

5. Komz a reaz adarre, enep Doue hag enep Moïzes, o lavarout : Perag hoc’h eus-hu tennet ac’hanomp euz ann Ejipt, evit ma varvimp ebarz ar gouelec’h ? Ar bara a vank, n’euz ket a zour, hag hor c’haloun pelloc’h a zeu da heughi ouz ar boed-ze kalz re skanv.

6. Evit-se ann Aotrou a gasaz var ar bobl serpanted tanuz ; ar gouliou hag ar maro a roent da eleiz a dud,

7. A reaz d’ar bobl mont da gavout Moïzes, hag e leverjont : pec’het hon euz, dre ma hon euz komzet enep ann Aotrou hag enn oc’h enep-hu ; pedit, evit ma kaso ar serpanted divar hon tro, Moïzes a bedaz evit ar bobl.

8. Hag ann Aotrou a gomzaz out-han evel-henn : Grit eur serpant arem ha lakit-hen enn eul leac’h huel evel eur zin : piou bennag, o veza bet gouliet, a zello out-han, a vevo.

9. Moïzes a reaz eta EUR SERPANT AREM, hag hen lekeaz enn eul leac’h huel evit beza eur zin, ar re a zelle out-han, goude ma vijent bet gouliet a zeue iac’h.


————


SKLERIDIGHEZ.


Jezuz-Krist he-unan en deuz diskleriet e oa ar serpant koevr-ze eur skeuden anez-han. Evel ma savaz Moïzes ar serpant ebarz ar gouelec’h, emez-han, evelse eo ret e ve savet map ann den, evit ne d-aï da goll nikun euz ar re a gredo enn-han, mes ma ho devezo ar vuez eternel.

Dantet omp bet holl gant ar serpant ifernal dre ar pec’hed