Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/155

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
153
LEVR ANN EXOD.

ho doa nezet, perz-glaz, mouk, skarlek, lin fin,

26. Ha bleo gheor ; anezho ho-unan e rojont ann traou-ze holl.

27. Hoghen prinsed ar bobl a ghennigaz mein onix ha mein pricius evit ann ephod hag ar rational.

28. Rei a rejont ivez louzeier c’houes vad hag eol da ellumi al lamprou, ha da ober ann ounganchou, hag ann ezanz da deurel c’houes vad meurbed.

29. Ann holl c’hoazed hag ar merc’hed, a gasaz ho frezanchou d’ann Aotrou gant eur galoun leun a zeoliez, evit ma vije great al labourou en doa gourc’hemennet ann Aotrou dre c’henou Moïzez. Holl vugale Israël a roaz ar profou-ze d’ann Aotrou a galoun vad, hag anezho ho-unan.

30. Neuze Moïzes a lavaraz da vugale Israël : chetu, ann Aotrou en deuz galvet dre he hano Beseleel map Uri, map Hur, euz a veuriad Judaz.

31. Hag he garghet en deuz a Spered Doue, a furnez, a intentidighez, a vouizieghez hag a bep skiant.

32. Evit ijigna hag ober pep labour enn aour enn arc’hant hag enn arem.

33. Evit labourat ar vein pricius, ha kilvizia ar c’hoat ; kement tra a hell eur micherour da ober,

34. En deuz lekeat d’ezhan enn he spered. Galvet en deuz ivez Ooliab map Akisamek, euz a veuriad Dan.

35. Ho c’harghet en deuz ho daou a furnez, evit ma raint holl labourou ar munuzer, ar guiader hag ar brodiour, gant perz-glaz, ha mouk, gant skarlek diveach livet ha lin fin, evit ma raint kement seurt labourou a zo bet great bete vrema en doare-ze, ha ma ijignint labourou nevez.


————