Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/150

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
148
LEVR ANN EXOD.

pugale ; gant aoun, goude ma ho devezo pec’het enn ho idolatriach, na rafent d’ho pugale pec’hi ivez gant ho Doueou.

17. Na reot morse evid-hoc’h Doueou gant metal teuzet ha taolet er moul.

18. Mirout a reot gouel braz ar bara dic’hoell, c’houec’h devez e tebrot bara dic’hoell, evel m’am euz gourc’hemennet d’ehoc’h, e mare miz ann edou nevez ; rak er miz ma tigor ann nevez amzer oc’h deuet er meaz euz ann Ejipt.

19. Pep paotr kenta ganet gant he vamm a vezo d’in-me ; ar re ghenta euz ann holl anevaled ken saout ken denvad, a vezo d’in-me.

20. Kenta ganet eunn azenez a zasprenot gant eunn danvad ; ma na baeit ket he ransoun, e renkot he laza. Ar c’henta ganet euz ho paotred a zasprenot ivez ; ha na zeuit ket diraz-oun ho taouarn goullo.

21. C’houec’h devez e labourot, d’ar seizved devez ec’h ehanot da arat kerkoulz ha da vedi.

22. Ober a reot gant lid gouel braz a zizuniou, o kas da Zoue ar preveudiou euz hoc’h eost guiniz, hag ar gouel a erru pa vez great he zro gant ann amzer, ha dastumet holl frouez ann douar.

23. E tri mare euz ar bloaz e teuio hoc’h holl baotred dirag ann Aotrou Holl C’halloudek, Doue Israël.

24. Pa em bezo kaset kuit ar boblou a ziraz-hoc’h, ha frankeet harzou ho pro, den na glasko kemeret ho touar dre gornardiz[1], epad ma pignot ha ma en em

zalc’hot dirag ann Aotrou ho Toue teir gueach er bloaz.

  1. E gallek : Embuches.