Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/115

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
113
LEVR ANN EXOD.


13. Hag evel ma vezo hirroc’h ar pallennou eghet ann doen ghenta, eunn ilinad en eunn tu hag eunn ilinad enn tu all, ar pez a vezo a re e hed ar pallennou a zervicho da c’holoi daou gostez ann tabernakl.

14. Ober a reot eur golo all da lakaat dreist ar pallennou gant krec’hin denved livet e ruz, ha var ar golo-ze c’hoaz eur golo all, great gant krec’hin livet e glaz.

15. Ober a reot gant koat setim plench-speuren ann tabernakl da choum enn ho zav.

16. Pep planken en devezo dek ilinad hed, hag eunn illinad hanter a ledander.

17. E kosteziou ar plench-ze e vezot great garan ha filen, dre bere e vezo frammet ann eil planken en eghile ; hag er c’hiz-se e vezo labouret ar plench holl.

18. Ughent anezho a vezo e tu ar c’hresteiz a beleac’h e teu ann avel domm.

19. Daou-ughent mass arc’hant a deuzot evit-ho evit ma tougo pep planken var zaou ziazez, unan dindan pep koign.

20. Enn tu all euz ann tabernakl, pehini a sko var ann hanter-noz, e vezo ivez ughent planken.

21. Hag a zougo ivez var zaou-ughent mass arc’hant, daou ziavez evit pep planken.

22. C’houec’h planken a reot evit tal ann tabernakl, tu ar c’huz-heol.

23. Ha daou blanken all c’hoaz da veza lekeat enn ho zav e koignou diadre ann tabernakl.

24. Ar plench-se a vezo frammet ann eil enn eghile adaleg ann traon beteg ann neac’h, hag en em zalc’hint enn eur pez. Ann daou blanken a zo da lakaat er c’hoignou en em zalc’ho dre ar memes frammadur.

25. Ne vezo nemet eiz planken, hag ho diazeziou

8