Pajenn:Henry - Ar gwenan.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 36 —

euz a berz e vab da ober d’ezan eun ti nevez en plas al lochen plouz.

Great a oa an ti heb dale, eun ti brao ha koant, prenestrou gwer varnezan, ha kornachennou mein rouz hag eun doen c’hlaz, ouspenn-ze, e fas an ti, ez euz breman eur jardrin brao, gwerzet adarre da Fanch gant Ian An Hir, rag pell-zo ez eint adarre amezeien vad, keuz awalc’h en doa bet Ian d’ar momet a goler-se a oa bet kaoz da Fanch da veza kuitaet e di.

Er jardrin-se e man breman ar gwenan, renket brao en kestennou tiretennek livet e peb seurt liou. Jan-Mari a zo person ebarz parrez Karantek. Hag en dro d’e brespital a zo ive eun nompr braz a gestennou tiretennek, deuz a bere, bete brema, ar profit a c’hea bep ploa gant ar beorien. Mez ar gouarnamant o veza ive laëret e bae digantan, en amzer da zont eta, e vezo red d’an Aotrou person dalc’hen gantan arc’hant e wenan ; hag er feson-ze ar gouarnamant en devezo skoet peorien ar barrez en eur denna e baë digant o ferson.

Fanch hag Annaïk a zo c’hoaz dispos. Mari-Jan Ar C’hrenn a zo maro eun tammik so, goude beza gwelet he merc’h da genta heb ti, ha goude en unan plouz, ha divezatoc’h en unan kaër great d’ezhi gant an tenzor a oa deut da heul he mab bihan ha setu eta deut he c’homzou da wir pa lavare a oa gwelloc’h genel var eun heur a vonheur evit na ’z eo genel var eur bern arc’hant.


FIN