Pajenn:Henry - Ar gwenan.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —

gesten-ze da veza preferet da unan plouz, me a responto : da genta, ebarz er seurt kestennou-ze, eo eaz gouzout petra a dremen, rag ma c’heller o digori, ha bizita tout [an] diretennou, an eil goude heben, rak-se e c’hellit gwelet a beza o deuz ho kwenan eur c’hlenved benak, rag ar gwenan o deuz ive klevejou evel al loened-all, beza a zo surtout tri glenved hag a sko anezo prinsipalamant, an tri glenved-ma a zo hanvet en gallek (fausse-teigne, Loque ha dysenterie). Ar fausse-teigne a zo eur preon hag a zo hanvet en kalz a blassou al laër-wenan, tout kement den a n’euz gwenan a n’euz gwelet ar preon-ze, pehini a ra e riboulin a dreuz ar c’hoar. (Ar loque) eo ar gwasa klenved a neuz ar gwenan, rak ma ’z eo eur c’hlenved stagus ; gant ar c’hlenved-ma, ar gwenan bihan a zo c’hoaz en o c’havel, a zeu da vervel, hag er c’hiz-ze, eur gestennad gwenan a zo buhan distrujet. An dissenterie eo ar red korf, ha pa o deuz ar c’hlenved ma, e veler anezo sempl ha tarasset gantho treujou o zi. Euz peb hini euz ar c’hlenvejou-ma a zo bet klasket louzou, ha na c’hellan ket lavaret d’eoc’h pe ez int mad pe na n’int ket, rag na meuz ket bet a ezom da ober implij deuz outo.

Ar gesten plench ho deuz c’hoaz eun avantach-all, ennhi a c’hellit gwelet pe eo kreon ar Lourvizien pe n’eo ket, ha mar n’eo ket, e c’hellit lakaat, ouspenn-ze, gant ar seurt kestennou-ze a c’heller ober neiziou gwenan pa gerit.


————


Penoz maga ar Gwenan


Evid roi magadurez d’ar gwenan ma n’o deuz ket awalc’h, setu ama e pe feson a roan-me. Lakat var an tan da deuzi tri c’hart mel gant eur c’hart dour, pe otramant daou liur sukr munut gant peb hanter litrad dour, goude e taolan anezo en eur pod, ar pod-se a dlefe kaout