Pajenn:Henry - Ar gwenan.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 7 —


Petra eo ar Gwenan ?


Petra eo ar gwenan ? Apis mellifica a lavar an dud desket braz, kelien da zastum mel a lavaran Me. Tout an dud a oar petra eo ar wenanen, n’edan ket eta da esa roi d’eoc’h anaoudegez deuz ar feson ma ’z eo kompozet he c’horf, gouzout a rit en deuz c’houec’h troad, peder askel, eun espez pomp evid dastum ar mel divar ar fleur, hag eur flem evid en em zifenn.

Beza ’z euz meur da ras gwenan ; dre ama na anavezer nemed ar gwenan komun hag a zo kazi du, o c’horf a zo goloet a vleo, ar gwenan a vev e sosiete en eur gesten pe goloen hag a form dindan an hano a rusken, evel pa lavarfen eur memez korf, petra bennag ma zo ennhi tri seurt gwenan, beza e ma ar vam, pehini eo ene ar rusk en rak ma ’z eo hi a zov ar viou deuz a bere a sorti ar gwenan all. Beza ez euz labourezed hag a zo karget euz ar soign da bourvei da ezomou ar re-all ; deuz ar re-ma a vez ar muia, betek tregont daou-ugent ha memeuz hanter-kant-mil er memeuz kesten, beza a vez ive maled hanvet dre ama gorerezed, daou tri pevar c’hant, ar re-ma na n’int mad da netra nemed da fekondi ar vam, rak-se an neubeuta ar gwella kavet deuz outo rak hervez ma lavar an dud gwiabl e tebront bemde kement evel ma c’hall teir gwenanen-all dastum hag int na glaskont netra ho-unan.

Eun dra neseser eo eta d’ar re o deuz c’hoant da laboura gant gwenan anavezout an tri seurt gwenan-ze. Da genta ar vam pehini eo ar penn, rak ma ’z eo hi a brodui tout ar re-all, ha mar teufe da zisparisa e-kiz pe feson a veler ar re-all o tikourachi a glac’haret holl, al labour a zo dilezet raktal ha na glever nemed klemmou, santout a reont ar maro o tostaat, rak en efet neubeud amzer goude, na neuz mui gwenanen ebed ebarz er gesten. D’an eil, al labourezed pere eo diouvrec’h ar rusken hag a bourve d’ezhi heb konta tout ar pez zo