Den ebet. Anad awoalc’h eo emichans ho peuz lakeat oc’h oll fizians en daou niz-ze, eleac’h an niz all. Julian…
Ro peoc’h d’in gant Julian. Hennez n’hen deuz biskoaz va c’haret e gwirionez, evel m’ho deuz great an daou all, ha koulskoude Doue a voar pegen mad oun bet en he genver, betek derc’hel var ar mean-fount he vab kossa Bielik…
Ah ! mestr ! c’houi o pezo eun dromplezon, ma ro Doue d’eoc’h amzer awoalc’h evit anaout ar wirionez hed an neuden… An niz na c’hellit ket gouzanv dirazoc’h, hennez eo ho kar euz goeled he galon, eleac’h an daou all, va c’hredit pe n’her grit ket, ne garont nemet ho liardou.
Ta, ta, var ar poent-ze, ne fell ket d’in da gredi, tam ebet, nan, ne fell ket d’in.
Va c’hredi a c’hellit. Anton hag Olier, ken aliez guech ma teuont d’ho kwelet, ne reont nemet ho rouza, ha kerkent a ma vez ho zreid er meaz, e tirollont da c’hoarzin goap… Sur oun, ar re-ze ho deuz mall e vec’h maro, abalamour da c’hellout krabanata ho peadra.
Oh ! ma ve gwir kementse ? Sakondien, ma ve gwir !
Re wir, siouaz ! Daoust a n’am euz-me ket ho c’hlevet gant ho c’haketerez : « Tonton Biel, emezo, na zaleo ket da doulrida… Nag a liardou a jomo