mouchouer, rag eb hema, ervez ma lavarer, ne zeuz na kaon na glac’har gwirion ebet… (Ober a ra an neuz da sec’ha daelou pa deu Julian).
Bonjour d’id, Jermenik paour ! (Biel a vez gwelet o tont da zilaou adren ar paravel).
Bonjour d’eoc’h ive, Julian. Setu c’houi en em gavet abarz ar fin ?
N’oa ket possubl d’in en em gaout araok an heur-ma, rag ar c’helou poaniuz n’eo bet anavezet ganeomp nemet deac’h goude hor c’hoan… Paour keaz Tonton Biel ! Eur maro trum hen deuz bet, var ar gount-ze ?
Eur maro trum, ia, hen lavaret a c’hellit ! Biskoaz n’am euz gwelet den ebet o vont buanoc’h… Euz ar mintin oa ken seder ha n’euz forz piou, ha deus ar pardaez oa skubet… Sellit, pa deu ar sonj-ze em speret, e tired eur c’hoezen ien euz va bisaj !… Iskuzit ac’hanon, ma rankan skuilla daelou dirazoc’h.
Kemer kouraj atao, Jermen. An hini a ioa var eun dro da vestr ha va zonton, n’eo ket manket da gaout digemer mad er bed all, rag he zakramanchou diveza…
Siouas ! petra livirit aze !