Gwir avoalc’h ar pez a leverit, aotrou, mez Biel en deuz fourret en he ben ober ar maro bian.
Hein, ar maro bian ! Hag en aviz petra ?
Evit anaout suroc’h santimanchou he dri niz en he genver : rag, evel ma voezoc’h oc’h-unan, goude maro eun den eo ec’h anavezer ar gwella tout ar pez a ve sonjet divar he ben.
Ah ! nonde vingt-deux, brema avad ec’h ententan eun dra bennag : brema ec’h ententan ! (Da Viel). Peur eta e fell d’id e ve lakeat ar ziel ? Ma ne ziez ket kementze ac’hanot, e zan d’hen ober raktal. .. Lavar da zantimant.
Ne c’houlennan ket gwelloc’h, Valentin. Ar buana great eo ar sura.
Mad ! kemer da destamant ha four anezan en eur gorn pe gorn euz da grouf… Goudeze e klaskot din, ho taou, ar pez zo red evit sielia, eun tam koar, hag eur c’houlaouen. (Biel a zigas koar, Moris a allum eur c’houlaouen)… (Valentin en eur zispaka e ostil da ziella. :) — Moris, dalc’h ar c’houlaouen tost d’in, ha te, Biel, stign an tam ruban lian-ma var prên ar c’hrouf… Evelse… Difen zo brema da freuza ar ziel, pe d’hen sevel, eb na ven var al leac’h… Al lezen her goulen !
Me gave d’in e poa eur servij all da c’houlen.