Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
PEMPED DIVIZ
Jermen
Petra zo, mestr ? (En eur velet Moris) . Bonjour, Moris.
Moris
Bonjour, va faot-me.
Biel
Selaou, Jermen : kerz en eur redaden beteg ti an aotrou barner, ha lavar deza dont ama raktal.
Jermen
Me n’ouzoun ket piou hennez…
Biel
N’hen anavezes ket. An aotrou Valentin, pe m’ar d’eo gwelloc’h ganez, an aotrou zo leshanvet gant an dud an aotrou Nonde vingt-deux ? …
Jermen
Petra ? Hennez eo an aotrou barner ? Hen anaout a ran neuze… Ne gav ket d’in e ven pell evit her c’haout, rag bremaïk edo e tal dor he di. (Mont a ra kuit).
————
C’HUEC’HVED DIVIZ
Moris
Abalamour da betra e rez-ta digas Valentin ama ?
Biel
Abalamour da betra ? Evit lakat ar ziel var va c’hrouf a zo enna va liardigou, rag, her gouzout a rez koulz a me, ar c’hiz zo da ziella traou eun den maro, ken na vez en em zastumet an oll heritourien.