Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
« Kaotigell ! Kaotigell vat ! Piv en deus ezhomm kaotigell vat ? » a huche ar vaouez war ar straed.
Ar c’hemener bihan a oa deut naon dezhan. Prenan a reas ur podad kaotigell digant ar vaouez kozh. Troc’han a reas daou damm bara bras hag e lakaas kaotigell warno. Met fellout a reas dezhan echuin e labour a-raok debrin hag e laoskas ar bara-kaotigell war vord an daol.
Ar c’helion avat ne voent ket pell o santout c’hwez ar gaotigell vat hag ur bern anezho a zeredas da gaout an tanva anezhi.
« Petra ! » a lavaras ar c’hemener bihan, « ar