Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
AR C’HEMENER BIHAN KALONEK
Ur wech e oa ur c’hemener bihan. Bevan a rae en
un ti bihan e-kreiz ar vourc’h ha poan a-walc’h en doa
o c’hounit e dammig boued. Met kalonek e oa ha kalet
e laboure. En devezh-se, un devezh kaer a viz Eost, leun
an ti gant gwrez an heol ha gant fraonv ar c’helion, e
oa skuishoc’h c’hoazh eget kustum, rak mintin-abred
e oa savet da wriat. A-greiz-holl e klevas ur vaouez
kozh o tremen war an hent.
======= AR C’HEMENER BIHAN KALONEK =======