Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
a zisammfe ar vro eus ar walenn-se. Mont a reas ar c’hemener bihan da gaout ar roue, ha dezhan ivez e voe prometet ar verc’h ma teufe a-benn da lazhan an daou ramz fall.
« Hag e rin », eme ar c’hemener bihan.
Ha diouzhtu ez eas en hent da gavout an daou ramz.
Kousket e oa an daou-se an eil e-kichen egile dindan ur wezenn vras. Pignat a reas ar c’hemener bihan er wezenn ha gant e vatalm e taolas ur maen ouzh penn unan anezho. Heman a gredas en doa tapet un taol