Pajenn:Grimm - Chemener bihan.djvu/15

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

chakod ha ne voe ket diaes dezhan ober kerkoulz hag ar ramz.

« Sellit breman », eme ar ramz, « pegen pell e ouzon stlepel ur maen. »

E-keit ha ma oa ar ramz o kemer e lans da deurel e vaen, e tapas ar c’hemener bihan ul labousig hag a oa en em luziet en ur vodenn spern en e gichen.

Uhel-spontus ez eas maen ar ramz, ken e voe kollet ar gwel anezhan, e-touez ar c’houmoul, e-pad ur pennad.

« N’eo ket fall », eme ar c’hemener bihan adarre. « Me avat a daolo va maen ken uhel ma ne gouezho ket mui war an douar. »