Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/118

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

    O satouilhat, dious o giz koz,
Treo a c’hragouilh, drouilh-drast, aleiz o bego zauz.

    Neuze, ’vat, ’teu da valañ groz ;
    Ha warne, gant eun ton grignous,
    ’Mañ foultradi naouspet malloz :
— ’Chan ta, chakerien trousk ! paouezet drailhañ plous,
    Ha taulet ma bonedo traou !…
Ne c’houlet ket ? Arraou, treo didalve, arraou !
Arraou ! Mibien an diaoul ! Et gantañ, loened lous ! —
    Krosmoladeg ’n eus ’vit respont.
    Pa zonj eo goab dioutañ ’reont
          Gant o gront,
    ’Sav e zorn sarret, d’o gourdrous.