Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/88

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 87 —

Guerc’hes, d’hon dilesel, c’houi pehini a so bue ar gristenien ?


EXEMPL.


Chelaouet histoar ar beleg Theophil, histoar voar pehini nac’h eller caout doutans ebet, rag bean eo raportet gant Eustachius, patriarch a Gonstantinopl, pehini a veve en amser-ze ; ouspen bean eo asuretet gant sant Per Damien, sant Bernard, ha sant Bonavantur.

Theophil oa beleg ha tresorier deus a Ilis a Damas. Dre he vertu hag he sqient, a c’honeas qement istim ar bopl, ma oa bet c’hoant d’hen ober Escop, mes hen a refusas. C’hoarveout e reas penos tud a voal intansion pere oa he inimiet a deuas d’hen acusin deus eur fot grevus dirag he Escop, pehini trompet gant-he a doras Theophil deus he garg. Heman a gemeras qement a droug hag enem lesas da vean dallet qement gant an nehamant, o oelet e nevoa collet he reputasion, mac’h eas da gaout eur sorcer judev pehini a reas de-han enem adressin dan droug speret : heman a bro-