Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/60

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 59 —

digant ar Verc’hes. Na noun qet cap da laret d’ac’h pegen bras impression a reas ar liser-ze e voar noun ; ma speret a deuas da vean ocupet deus eur nombr bras a ideo ; en eun tol, ma speret a resevas eur sclerijen pehini a reas dîn hanaveout an disurs hag ar vez deus ma bue : desiret a mije bean an den-ze pehini a nefoa scrivet d’ac’h, mes ar pes a vije ret dîn da ober evit enem gonvertisan a re dîn crenan ; pellaat a ris diouîn ar sonj deus ma c’honversion, mes eun neubeut goude, ar sonj deus ar boan, deus en nec’hamant pere em oa bet evit contantîn ma desirio brutal, a deu da droublan ma speret qement, qen ma teuis bouzar, ha na gleven qen ac’hanoc’h ; evuruzamant e savjoc’h ho moes, ha neuse e clevis ac’hanoc’h o c’hancourajin an den ioanq-se pehini a nefoa scrivet d’ac’h da heuil ar pes a lere Doue de-han en he galon, hag o prometin penos Doue e bardonje de-han ; derc’hel a ris sonj deus an daou gir-man : couraj ha confians. Qeit ha ma silaoen ac’hanoch a seblanten cleoet laret din : ousit dac’h-unan eo a coms ar beleg-se : pa hoc’h disqennet deus ar gador, an dud