Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/55

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 54 —

esperans en Mari, an Ilis era d’he bugale reîn de-hi bemde en ho fedenno an titr dous meurbed deus ar refuj ar bec’herien.

Goejal ar Judevien a nefoa, distans ha distans, qerio hanvet qerio a refuj : eno enem denne an dud pere a nije groet eun torfet benag ; hag eur oech antreet, na vijent qen poursuivet gant ar justis. Ebars er lezen neve, lezen a c’hras, na neus qet cals a gerio a refuj ; mes bean so unan pehini so admiraploc’h evit re ar Judevien, rag qerio ar Judevien ne oan qet refuj an oll dorfetourien, mes ar ger a refuj a neus roet Doue dimp a so digor d’an oll griminalet. Ha pa ve ho fec’hejo an eususan, justis Doue n’ho foursuivo qet eur oech e oint antreet en-hi. Pehini eta eo ar ger-ze a refuj ? O ! hi c’hanaout a ret : ar ger-se eo Mari ; eur oech dindan he frotection, Mari hon golo evel gant he mantel, a gomer hon difen dirag Doue hag a disarm he goler. Et eta, hag et buan, oll bugale da Eva, de enem dennan dindan tinel Mari ; hi a so ar ger a refuj, hi hepqen a so hon esperans. Mari, eme sant Ephrem, a so evel eun hospital bepret digor evit receo ar