Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/46

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 45 —

Mari ! Hi c’hemer e ra gant plijadur hag anoudeges vad : he laqat e ra en ping ous he c’houg, dont e ra da vean tranqil hag en peuc’h. He c’heno pehini diagent na re nemet losquel blasfemo na digor breman nemet evit pedin : goulen e ra eur beleg, ober e ra eur govision jeneral : bean en eus ar bonheur da reseo an Otro Doue gant ar zantimancho deus an teneran devosion. Bepret ne comse nemet a Zoue d’am c’herent pere oa en dro de-han, ha pere gant ar joa deus he distro ne oant qet evit miret ho daero. Er bevaret devez enem gavf cals clanvoc’h ; reseo e ra an divean sicourio deus ar relijion, hag ober e ra da Zoue ar sacrifis dimeus he vue, da behini na nefoa qen qeun nemet d’hi bean impliet d’hen ofansi. Qent mervel e c’halvas ma breur oajet a drizeg vloa ; recommandin e res de-han bevan en guir gristen, hag e varvas en eur rein de-han he venedicsion. Sicouret ec’hanoun da drugarecaat Mari, ar vam a visericord ; chetu a-ze he labour, an distro dimeus eur pec’her paour evit pehini oa collet casi peb esperans.