Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/36

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 35 —

bue an ine. Piou benag e vec’hu eta, e me sant Bernard, ho pue voar an douar a so hanval ous eur veach voar eur mor danjerus : ma na c’houlet qet perissan ha bean beuet, delc’het bepret ho taoulagat stag ous stereden tud ar mor : galvet Mari ebars en dentasion ; ebars an danjer beet recours da Vari. Da vezo he c’hano galoudus en ho calon evit reïn d’ac’h fians : da vezo he c’hano bepret en ho qeno evit hen pronons gant carante : heuillet Mari ha na vefet qet collet : enem fiet en Mari, na biqen na goefeet en disesper : he dorn ho conduo hag ho soutenno ; erfin ho tougen a rei deus ar mor danjerus dimeus ar vue d’ar pors deus an evurusdet eternel.


EXEMPL.


(Levr Arc’h-Breuriez, pajen 445.)


Eur c’hapiten dimeus a Oard ar Roue, pehini a chome pell deus a Baris, a deuas d’ar ger-man evit tremen eun neubet deio. Oajet a c’hanter qant vloa, soudard a boe an oad a drioec’h vloa, an amser gentan